Skaotet eo bet alies ar Vretoned gant ar savadurioù bras, betek bras-tre, bet kinniget dezho evit produiñ metan. Gant 3EIMethan-action e vez kemeret an traoù en tu kontrol, gwelet petra e c’hell bezañ ezhomm ar produer lastez ha kinnig dezhañ ur mekanik mentet mat diouzh e bourvezañ. Ha jedet da gentañ ar c’hementad lastez produet bep bloaz en atant a-benn kinnig ur benveg mentet mat.

E Amerika ar Su, Brazil hag Arc’hantina, en deus desket Marco Leto e vicher er bloavezhioù 2007 – 2008. E bed an atantoù bras divent e tremene c’hoazh evit unan bihan pa ne rae war-dro nemet 38 000 loen-korn war 2 000 hektar. E Bro-Arc’hantina e konter 44 milion a dud ha 80 milion a loened-korn (saout ha deñved). « Dav eo gouzout e tegas an atantoù-se ur bern saotradur. Dav e oa talañ ouzh ar gudenn a-raok kaout prosezoù war ar c’hein. » emezañ. Met e Breizh e oa e familh. Setu er bloavezhioù 2011–2012 e kuita Amerika evit kenderc’hel gant ar pezh a oar ober – krouiñ savadurioù a-benn adimplij kaoc’h ar saout – evit dont da Vreizh. Gouzout a ra mat zo disfiz gant ar Vretoned dirak seurt mekanik met un doare all en deus da welet ar gudenn. « Gant an dilerc’hadoù e vez produet gaz ha goude tredan. E Europa – ha nemet e Europa – e vez prenet an tredan produet evel-se gant an embregrezhioù a ra war-dro pourvez tredan er vro (EDF evit Bro-C’hall). Ha setu tud zo aet betek plantañ maiz a-ratozh evit boueta o mekanik. Padal e kinnigan, me, un doare all da welet an traoù. Ar pezh a gont eo en em zizober ouzh an teil hag an hanvouez, da gentañ penn. Ha tennañ gounid ouzh ar gaz produet, ya. » a resisa-eñ. Savet en deus un embregerezh, 3EI, evel ijinouriezh, endro ha mont a ra e darempred gant peizanted Breizh, hag ivez gant ar gengumuniezhioù.

 

Muzuliañ
Ker e c’hell koustañ ar savadurioù da sevel. Pell e pad sevel un teuliad – 16-18 miz –, ha kaout asant an ADEME evit esperout kaout ur skoazell. Ur wech krouet ar savadur e ranker boueta anezhañ reoliek, ha paeañ kampi war an amprestadennoù. Gwelloc’h eo gouzout resis petra eo dav sevel. Evit se en deus ijinet ar mikro-metanizer BIO² fiñv hag a chell bezañ kaset da di an dud evit muzuliañ petra a c’hell bezañ o ezhommoù. Dindan ur miz e ro ur skeudenn eus ar pezh a c’hell bezañ buhez ur mekanik war ur bloaz. E fin miz Gouere e vo staliet war atant Gwenael Queau e Taole. « Ha pelloc’h marteze zoken p’eo bet goulennet diganeomp kas anezhañ da dTurin evit an diskouezadeg etrebroadel. » eme ar rener ha n’eo ket direnket gant ober war-dro stalioù bihan-tre p’en deus eñ kroget gant savadurioù bras-divent. « Ne vern din, e gwirionez. Ar memes spered eo, alies. Memes ma vez meret atantoù bras eo dav deskiñ merañ « bihan », tost ouzh an ezhommoù. Arabat krouiñ savadurioù ne vint ket implijet en o fezh. Koustañ a rafe ker ha ne vefe distro ebet, ha koll zoken. »

 

Chom bihan
Dibaboù zo bet graet 3EI a-fet ment. Tretiñ nebeutoc’h eget 60 tonenn lastez an deiz : « Goude e teu da vezañ re vras, ezhomm zo a ober un enklask foran… » a ziougan-eñ. Produiñ nebeutoc’h eget 600 000 m3 biogaz/bloaz. Da lâret eo krouiñ savadurioù a c’hell produiñ betek 60 kw an deiz. C’hoant en deus respont da ezhommoù peizanted ar vro, a vez alies ganto 60 – 80 buoc’h bremañ ha marteze betek 120 – 130 en dek vloaz da zont, o produiñ etre 350 ha 500 000 litrad laezh/bloaz. « Met n’ez aimp ket war-zu atantoù bras-dibent a 1 000 buoc’h evel ma vez alies e Bro-Alamagn e lec’h ma vez produet betek ur milion a litradoù laezh ar bloaz. »
Gouzout a ra mat e vez savadurioù o produiñ betek 200 – 250 kw evit ar re vihan, 500kw – 1 Mw evit ar re grenn, ha reoù brasoc’h c’hoazh.
Met kavout a ra gwelloc’h aliañ savadurioù a vent bihan-tre, aes da voueta, a lakao ar peizant d’en em zizober eus e lastez met ivez da dommañ e di, an dour, da wellaat an temzañ douar hag er fin, ma zo ezhomm, gwerzhañ an tredan. Kirri-tredan a ‘z aio war-raok gant gaz… Bez’ ez eus dija traktorioù e-giz-se, un doare all da dalvoudekaat ar gaz produet…
Pevar chanter emaint e soñj kas da benn ar bloaz-mañ, savet e dir ha n’eo ket e betoñs. « Gwech all e tremenemp evit dioded. Bremañ, pa vez ebarzhet an dispignoù freuzañ er c’hontoù, n’eo ket mui heñvel. » a asur-eñ.
Ouzhpenn-se, a-drugarez d’e genlabour gant stalioù bras ar vro, e c’hell asuriñ d’an dud dont buan war al lec’h pa vez ezhomm dresañ pe kempenn. Evit se e kred kalz Marco Leto e dazont ar stalioù-bihan-tre a-benn krouiñ metan.